severanç e servich Doue, ha grit din guëlet ho mab Jesus, goude ar vues-ma.
Mar deo an douçder ebqen eus e c'hraç evel un tanva eus ar barados, mar rо da santout da un ene peguement e verit beza caret, petra e vezo eta he velet hac er possedi e-unan ?
O mam eus va Salver ! pebes bonheur e voue hini Sant Yan,pa voue choaset gant Jesus о vervel, evit derc’hel en ho qever plaç Jesus e- unan !
Dont a reas da veza ho mab ! c’hui a deues da veza he vam. Ah ! gant ræson eo en em c’halv en aviel an[1] disqib muia-caret gant Jesus.
E attaich evit Jesus, e fidelite d’en heulia ganeoc’h betec ar C’halvar, a veritas dezan ar faveur vras-se.
E væstr divin, o vervel, hac en aile læsel gantan un heritaich preciussoc’h ? Mæs ive, gant pebes anoudegues vad er recevas.
(a) Joan. 19.
- ↑ Joan. 19.