Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
325
levr iv. chab. iii.


Evel ne deus a vras nemet Doue, ne deus nemetan capabl da rei recompansou bras ha guirion : en ifern e puniss evel un Doue, er barados e recompanç evel un Doue.

O va mab ! mar ho pes ar bonheur da gaout issu mad en affær eus ho silvidigues, e vellot Doue, er possedot, er c’harrot, ha jamæs ne squisot d’er guëlet, d’er possedi, d’er c’haret, abalamour Doue, bepret ar memes dre rapport dezan e-unan, a so bepret neves evit ar re eürus.

En demeuranç ravissant eus an êe, tout a so plijadur eb an disterra poan, joa eb an disterra chagrin, repos eb an disterra melconi, peoc’h eb aon ebet, jouissanç eb dic’hout.

Eno, qen bolontes, qen affectionou nemet bolontes ha carantes Doue. Doue a so tout e pep tra. Tout a gaver ennan : pinvidic, puissant, eürus e zoar gantan hac eveltan.

Evit obten ar bonheur-se, labourit va mab, labourit eb discuntunui. Na lavarit qet : Pell so e combattan ; goneset em beus dija qen alies a victor, ha n’em beus-me qet great aoualc’h ? Ne vezo[1] salvet nemet an nep en devezo continuet e servich Doue betec e varo.

Ar Servicher.

O Guerc’hes ! pehini a so, goude Jesus, va esperanç ha va bues, obtenit din ar ber-

(a) Math. 10. 23.

  1. Math. 10. 23.