Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
imitation ar verc’hes vari.


Pelleet dioc'h e Zoue, e languis, e c’hirvoud ; na vezo[1] contant nemet pa vezo test eus e c’hloar.

Ah ! emezan, en transport eus e garantes evit Doue, peur[2] e c'herruo ar moment e pehini, goude va exil, e c'happarissin dirazan ?

Ar retardamant-se da vont d'an êe a so accablus evit ar guir gristen.

Chetu eno ar pes a implich Doue a gruella evit en amprouvi, ha ne gar a soulajamant en e boan, nemet en e soumission hac о receo alies ar gommunion, qen alies ha ma er permet e gonfessour pehini a anaves e zispositionou.

Dindan voal an hosti sacr, Jesus, e vuya caret, qer presant e sacramant an auter evel ma e ma en êe, er bisit hac a barlant ountan.

O c'halonou ho daou a so unisset er fêçon ar parfæta.

C'hoas un nebeut bloaveziou, ar ridoch tenval pehini a separ Jesus dioc'h an dud fidel var an douar, a vezo savet ha Jesus, er barados, a vezo[3] guëlet erfin evel ma zeo.

(a) Ps. 16. (b) Id. 41. 3. (c) Joan. 3.

  1. Ps. 16.
  2. Id. 41. 3.
  3. Joan. 3.