Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
295
levr iii. chab. xvi.




CHABIST XVI.
Eus ar breparation d’ar maro.


Oll bues ar Verc’hes a so bet eur breparation continuel d’ar maro.

Pebes meritou ne zestumas-hi qet, epad eur vues a oc’h-рen triuguent vloas, passeet oll en exerciç eus ar garantes divin.

He c’harantes evit Doue a gresqe da bep instant, hac en em gavas qer parfæt da heur he maro, ma varvas nebeutoc’h dre un effet a sempladures hac a vanq eus ar c’horf, eguet na reas dre un effort, dre un transport violant a garantes evit Doue.

Ene fidel, imitit ar Verc’hes-se, o consacri da Zoue an oll momenchou a eur vues pehini n’en deus qet roet deoc’h evit beza pinvidic var an douar, evit beza henoret, estimet, mæs evit er servicha ha meritout, en e servich, ar gurunen a c’hloar hac a vues eternel.

Ha pa bossedfac’h oll vadou ar bed-ma, ha pa veac’h roue var an oll boblou eus an douar, d’ar maro, petra a chomo ganeoc’h ?

Quittât a reot tout, dre forç, ha tout a guittaio ac’hanoc’h.

Da heur ar maro, ne chom evit oll vad nemet an bini a ves great evit Doue epad ar vues.