Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/336

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
imitation ar verc’hes vari.


Ar Servicher.

Un espeç-all a souffrançou, ô Rouanes ar sænt ! a yoa reservet deoc’h, muioc’h c’hoas eguet da sænt-all ebet. E pe stad languissant n’ho laqea qet an impatiantet santel da en em unissa en êe gant ho mab ! Jesus a rene er c’hloar hac e vam, a yoa c’hoas en exil.

Eur maro continuel a voa evidoc’h chom eb mervel, ha beza evel-se separet dioc’h an hini a yoa an objet uniq, qen tener ha qer just, eus ho carantes.

Mæs ar bonheur ho poa da receo bemdes en ho calon, Jesus, er gommunion, a yoa evidoc’h eur sourcen abondant a gonsolationou.

Sant Lucas a zesq deomp penaus an dud fidel a yoa[1] assidu da en em vaga assambles eus a vara divin ar gommunion, ha ne zouetomp qet na recefchac’h bemdes, ô Mari ! ar c’horf hac ar goad adorabl eus ho mab, pa zeo guir ne voa nicun hac er c’harge eveldoc’h.

Mari.

Em c’hommunionou eo, en effet, va mab, e qemeren bemdes ners neves evit supporti hirder ha tristidigues va disparti dioc’h Jesus.

O heuriou douç d’am c’halon, e pere e posseden a neves em ene an hini am boa douguet epad nao mis ha gant pehini em boa bet ar

(a) Act. 2. 24.

  1. Act. 2. 24.