Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/329

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
levr iii. chab. xiii.

ha ne oufe qet neuse va pheden beza disagreabl deoc’h na mancout d’ho renta favorabl din.

Me he phed he-unan, ar Verc’hes-se, qer galloudus var ho calon, me he suppli da implija he intercession em faveur, en ho qever.

Pliget ganeoc’h, ô Guerc’hes ! pried ar Speret-Glan, goulen evidon digantan ar speret a furnes pehini, oc’h ober din tanva madou an êe, a rento divlas evidon ar madou faus hac an avantachou væn eus ar bed-ma ; ar speret a ententamant hac a sclêrigen, pehini am sclærrayo er vro-ma a denvaligen, a rayo din anaout henchou Doue, hac am instruo eus ar guirioneziou eternel ; ar speret a gusul, pehini a rayo din disoloi hac evita al laçou stignet d’am ene, e pep amser, gant adversourien va silvidigues ha va pherfection ; ar speret a ners hac a gouraich, pehini am savo dreist va sempladures, a rayo din trêc’hi va phassionou, resista oc’h an torrant eus ar goal exempl, disprijout ar respet humen, bressa dindan va zreid pompou ar bed, hac am rento fermoc’h er resolutiouou eus va bolontes, en alfectionou eus va c’halon evit Doue ; ar speret a zoujanç hac a zevоtion, pehini am c’hunduo hac am c’hourajo e servich an Autrou-Doue, en observation eus e lezen hac en henor a dlean da renta dezan evel d’am c’hrouer, d’am zad, d’am salver ha d’am barner.