Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
imitation ar verc’hes vari.


Abalamour ma zeo bet fidel, e deus recevet cals a c’hraçou. Mar cuntunu en e fidelite, Doue a reserv evithi un nombr bras a re-all.

Tensor donæsonou Doue n’en deo jamæs goullanteret. An nep a anavesfe, evel Mari, an excelanç eus a zonæzonou Doue, ne velfe mui netra dign a istim var an douar.

An donæsonou hac ar graçou-se a raffe e oll desirou.

Ah ! petra da sonjal eus a yenien en darn vuya eus ar gristenien var ar poënt-se ? Petra da sonjal eus an nebeut a c’hoant о deus evit ar pes a so an digna eus a zesirou o c’halon ?

Hac hi a so qen indifferant var sujet faveuriou ar bed ?

Allas ! n’en deus poan na guemerfent evit o obten. Epad ma consideront evel eur ves hac eur gonfusion beza paour a vadou an douar, n’ho deus qet a ves da veza paour avadou spirituel, a c’hracou.

O Speret divin ! grit din-me anaout va miser spirituel. O c’hui, pehini a ro pep graç ha pep donæzon barfæt, c’hui ebqen, ô Doue ! a ell communica din ar guir binvidiguezou.

Anavezout a ran gant regret em ene penaus va resistanç d’oc’h inspirationou am rent tout-a-fæt indign eus ho madoberou. Mæs hirio e c’hunissan va peden gant an hini a rea deoc’h gueich-all ar Verc’hes er Cenacl,