Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
levr iii. chab. xii.


An hini a ra var an douar e densor eus ho craç hac eus ho mignoniach, n’en deus a vir chagrin nemet da veza privet c’hoas eus ho presanç.

O c’hortos ar maro, pehini ebqen a ell lacaat fin d’am stad languissant, me a gasso bepret, ô va Jesus ! varzu ennoc’h, huanadou eur galon pehini ho tesir, ho calv hac ho cavo bepret re zivesad.

Piou[1] a roï din-me diouasqel evel d’ar pigeon ? Nijal a rafen ha monet da guemeret va repos en ho qichen.

Ar bonbeur-se ha ne vezo-en qet pell amser oc’h erruout ?

Pried va ene hac en a vezo pell o lavaret : Chetu[2] me erru da lacât fin d’ho miser ?

Ah ! an ene[3] fidel a lavar : Deuit, va Jesus. He hirvoud hac he huanadou a lavar bepret : Evel-se bezet great. Deuit, Autrou Jesus.

Va[4] c’halon a barlant ouzoc’h ; va daoulagad ho clasq ; huanadi a ran dre an desir d’ho cuëlet.

Santout a ran e zoun great evit un dra benac a vras ; rampat a ran, gouscoude, er vues-ma.

O Jesus ! great e zoun evidoc’h hac evit ho possedi eternellamant. O Jesus ! pinvidigues infinit, pep tra a vanq e lec’h ma vanqit.

Sclerigen eternel, tout a zeblant tenvaligen elec’h ma ne maoc’h qet.

(a) Ps. 54. 7. (b) Ap. 22. 12. (c) Apoc. 17. 20. (d) Ps. 26. 8.

  1. Ps. 54. 7.
  2. Ap. 22. 12.
  3. Apoc. 17. 20.
  4. Ps. 26. 8.