Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
levr iii. chab. xi.

poaniou pere a anduran abaoue qeit amser ; mæs en em velet a ran atao eb consolation.

Mari.

Va mab, evit beza eb santout consolation, n’en doc’h qet evit qement-se, dibourveet a bep consolation.

Ha n’en deo qet eur gonsolation ar vella sonjal penaos ar boan ho rent henvel oc’h Jesus, hac ho laca var hent ar barados ?

Doue en deus e zessinou, pa læs e servicherien da souffr eb ober dezo tanva ar c’honsolationou-se, a bere e parlantit.

Beza e zeus sænt pere ho deus passeet dre sec’horiou spirituel ar re vrassa evel dre desertchou sec’h, e pere ne danveant qet an disterra berad eus a c’hlis ar c’honsolationou.

Mignonet Jesus ne dleont qet beza henvel oc’h mignonet an douar, pere ne fell dezo qemeret poan evit ho mignonet, nemet e qement ha ma c’hesperont beza souden recompanset dreizo.

En em reposit e pep tra var ar brovidanç, pa vezo necesser pe memes util deoc’h ar c’honsolationou, ho pezo anezo.

Beza oc’h eus en ho poaniou graç Jesus pehini ho souten ; hac[1] e c’hraç a suffis deoc’h. Ar sænt læset gant Jesus da souffr eb consolationou sansibl, a gave consolation o chom eb consolation, abalamour ma vouient penaus

(a) Cor. 12. 90.

  1. Cor. 12. 90.