Araoc sortial eus an ilis, promettit da Zoue e tachot hed ar sizun a zeu da derri ho coassa babitud, ha da lavaret alies, hed ho labour var an deis : va Doue ho pet trues ousin. Va Doue, va Jesus, me ra an dra-ma, me a souffr ar boan-ma en union ganeoc’h evit gloar ho Tad ha silvidigues va ene, e pinigen d’am pec’hejou. Evelse bezet great.
M’ar ho pes amser, lennit en ilis, dirac auter ar Verc’hes, un derves eus al levr-ma ; pe m’ar oc’h eus esom da vont prest d’ar guear, tachit d’el len eno en tu-benac a gostes, eleac’h mont da zireoli evel tud ar bed. Evel-se bezet great. Jesus, Mari, Joseph, ho pet trues ous an oll dud ! Gloar da Jesus, gloar da Vari !
Autrou Doue, accordit deomp, ni ho ped, ar c’hraç da jouissa bepret eus a yec’het an ene hac ar c’horf, ha da vesa, dre intercession glorius Santes Mari bepret guerc’hes, delivret dioc’h an distridigues eus ar vues presant, ha da bartagi ar joa eternel gant ar re eürus en êe. Evel-se bezet great.
O Mam santel ha pur d’hon Redemptor, |