Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
imitation ar verc’hes vari.


An Autrou-Doue en devoa dija va distinguet qement, oc’h va choas evit mam d’ar Messi !

Hac em bige c’hoas clasqet estim ha distinctionou hac henoriou an dud ! Nan, an hini ne glasq nemet Doue, ne gar nemeur nemet Doue. Henoriou ar bed-ma, qement so estimet ar muia gant an dud, a so traou væn ha dister en e santimant.

Consultit, va mab, ho feis, consultit memes ho ræson, ha ne zesirrot mui qement ar meuleudiou hac an henoriou.

Hoc’h ambition a droyo e lec’h-all, hac e tesirrot ebqen ar c’hloar reservet gant Doue d’e sænt, ar barados.

Ma læser ac’hanoc’h en ancounac’ha, mar qemerer ac’hanoc’h evit netra, pell dioc’h beza tristoc’h a se, en em rejouissot, abalamour n’eus qet a hent pehini ho cundufe surroc’h d’an henor bras ebars en ee, eguet na rayo un humiliation recevet a galon vad hac en eur speret a religion.

Abandonit eta, lesit gant tud ar bed an oll ditrou væn, an oll distinctionou honorabl-se a bere en em bompadont.

En em breparit, dre ho c’humilite, eur c’hloar solitoc’h ha realloc’h, ar c’hloar eus ar re eurus en evou.

Goulennit alies, evel a rêe David oc’h Doue, ma c’hampecho ho taoulagad d’en em fixa