Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
levr ii. chab. xxx.

rejouissac’h gouscoude nemet abalamour dezan, eb distro ebet varnoc’h oc’h-unan.

Ne veljot qet ac’hanoc’h oc’h en em bompadi nac oc’h en em ourgouilli, o veza m’en devoa taulet Doue e choas varnoc’h evit rei dar bed an hini pehini, dre eclat e vursudou, dre hueldet ha divinite e gomsou, a excite admiration an oll. Differant meurbet dioc’h ar mamou-all pere en em bompad a voues huel eus a verit o bugale hac a fell dezo partagi ar c’hloar-se.

Mar c’heuliac’h Jesus e meur a andret, er greac’h evit receo e instructionou ha maga oc’h ene dreizo, non pas evit clevet na guelet o coueza varnoc’h ar meuleudiou hac ar venedictionou a receve.

Conservi a rejoc’h bepret’ar santimanchou a vir humilite e creis ar pes a yoa capapla da denna varnoc’h an oll sellou hac an oll henoriou.

Evel-se, ô Guerc’hes ! e condaonit an neр a glasq gloar ar bed, an nep a gar istim an dud, poeson malheurus, pehini a gorromp hon oll œuvrou.

Mari.

Va mab, guir eo gant graç Doue, me en em breservas bepret dioc’h ar pes a c’halvit, gant ræson, eur poeson malheurus.

Da Zoue ebqen eo ar c’hloar. Hac eus a betra e c’hall en em c’hlorifia ar c’hrouadur !

Tout en deus digant he Zoue.