Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
levr ii. chab. xxix.

ho c’heuillo, mæstr divin, partout elec’h ma zeot.

Ma na glêvan mui parlant ac’hanoc’h en ty en em gavan, e quitain evit monet e lec’h ma ho clêvin.

Beveich ma vezin en occasion a bec’het en eur gompagnunes, e tec’hin, m’ar bes possubl, pe ma n’er guellan qet, e serrin va diouscouarnoc’h ar bed hac e langaich, evit chelaou ar pes a lavarot, ô va Jesus ! d’am c’halon e secret.

A hent-all e pe andret benac e venn, e c’hallan tanva ar bonbeur a glascan.

Parlantit, ô va Autrou ! parlantit continuellamant ous va c’halon. Me[1] a chelaouo gant attantion ar pes a lavaro an Autrou-Doue din e fond va c’halon.

Eurus[2] an hini a blich ganeoc’h da instrui ha da formi en anoudêgues eus ho lezen ! caout a rayo pe a dra da zouçaat e boaniou e amser ar chagrin hac an affliction.

Ho Peleyen a barlant din alies eus ho pers, hac e c’hallan profita meurbet eus ho c’homsou.

Cals a levriou mad a lennan, a glêvan lenn gant plijadur, hac a barlant din ac’hanoc’h ; mæs ma na glevan, er memes amser, ho moues, pe seurt impression a rayo an traou-se oll varnon, pe seurt froues a dennin anezo ?

(a) Ps. 8. 48. (b) Ps. 93. 12.

  1. Ps. 8. 48.
  2. Ps. 93. 12.