Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
imitation ar verc’hes vari.

a guement a veditfe gant mui a application eguet an aviel hac, e general, comsou Jesus ; mæs netra ive ne brodu mui a froues en ene-se guir gristenes.

Рa ves cousqet, e tiun dre an disterra trous a ra moues he phried divin. Ah ! emezi, clevet a ran[1] moues va muia caret ; cetu en erru ; ha n’en em drompl qet var e voues.

Pa ne garer nemet Jesus, e c’hanaveser dioch-tu eо Jesus a barlant.

Ar bed, ar vanite, ar plijadurezou о deus eul langach pehini ne glêver neuse nemet en despet deomp, ha pehini ne anaveser nemet evit caout horrol ountan.

Daoulagad Santes Mari-Madalen ne anaveschont qet dioc’h-tu Jesus, pa er gueljont goude ma oa ressuscitet ; mæs aveach en devoa Jesus digoret e c’hinou da barlant outhi, ma santas he c’halon e voue Jesus eo e zoa.

O Jesus va Salver ! pellait diouzin an oll moueziou estranjour eus ar bed, pere a glasq qen alies va distrei dioc’h ho coms divin. Ne fell din mui chelaou nemedoch.

Divertissamanchou vean, traou inutil, dangerus, criminel ; pere oc’h eus qen alies va ampechet da glêvet moues Jesus, n’oc’h anavezan mui, adieu ; lêzit ac’hanon va-unan gant Jesus !

Evit caout ar bonheur d’ho clêvet, me[2]

(a) Cant, 2, 8. (b) Mat. 8. 19.

  1. Cant, 2, 8.
  2. Mat. 8. 19.