Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
imitation ar verc’hes vari.

Zoue, bete memes en occupationou eus e stad, e pere e zeus ar muia trous hac e pere e seblantfe dleout beza dissipet.

Ar burete a intantion da ober peb tra evit gloar Doue a so evel an ene eus a guement a rà ; an offranç a ra eus a bep tra da Zoue, a ra dezi evita un dissipation e pehini ne goues nemet re alies an eneou nebeutoc’h attantif.

Ar speret a feis hac a religion a gaëra peb œuvr, о douça, о rent oll santel.

Ar pes a ves great en intantionou-se, gant ar speret mad-se, a so un œuvr agreabl da Zoue, pehini he c’hav dign eus e recompansou.

Grit evit gloar Doue ar pes ne ra qement a re-all nemet evit ar bed, pe evit un interest temporel.

En em occupit eus ar pes a c’houlen ho stad, mæs grit-en gant intantionou christen.

Evel-se e labourot assambles evit an amser hac evit an eternite.

Mar en em laqit el labour, dre c’hout, dre faltazi, dre gontraign, dre gustum, dre eur motif benac humen ebqen, e veza n’eo qet Doue ar pen-caus eus hoc’h œuvrou, eus hoc’h occupation, e passeot meur a heur eb rei dezan affectionou ho calon.

Ne livirit qet ne allit qet sonjal e daou dra assambles.