Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
levr ii. chab. xxiii.

eus ho mæstr, abalamour ma zoc’h bet fidel e traou bras, mæs abalamour ma oc’h bet fidel e traou bian hac e nebeut a dra en apparanç.




CHABIST XXIII.
Penaus e renqer santifia al labour hac an occupationou differant eus an deiz.


Mari.

An deveriou eus ho stad a ro deoc’h, va mab, cals a sourciou : mæs oc’h en em acquitta anezo, ne songit qet eur moment e Doue.

Ar Servicher.

Guerc’hes bepret fidel hac evêziant, plijet ganeoc’h desqi din penaus e c’hallan, dre hoc’h exempl, en em unissa gant Doue epad va labour hac en occupationou eus va stad.

Mari.

Va mab, al labourou, an occupationou memes ar re boaniussa, ar re a ro muia ambarras, nen dint qet capabl da arreti ha da ampech, en un den spirituel ha devot, e union a speret gant Doue.

Un ene custum da sonjal e traou mad, a zigas æs meurbet en e memor, ar brezanç a