Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
levr ii. chab. xxii.


En traou ordinal, var ho micher hac en ho condition, en em gonformit da zessinou ar brovidanç, pehini he deus evel merqet deoc’h an occupationou-se bemdes.

Na rit netra gant pres ha gant hast. Ar brecipitation, en traou santel memes, ne ell nemet noazout d’ar speret interior dre behini en em unisser gant Doue.

Pa viot er joa pe en dristidigues, na heuillit qet ho mouvamanchou hac ho santimanchou naturel.

Exposit ho calon, roit da anaout e stad, non pas d’an dud ordinal, mæs da Zoue, e secret, pe d’ho tirector, evit goulen e avis.

Carit ober pers da Zoue eus ar pes a ra ho tristidigues pe ho choa.

Considerit-en evel un tad pe eur mignon e calon pehini e c’hallit laqât gant fizianç ar sujet eus ho chagrinou pe ho choayou.

Dre ar fizianç-se, dreist peb tra, e c’hounezer calon Doue, hac e c’havancer en union santel-se eus an den gant e Zoue, pehini a ra douça consolation un ene christen var an douar.




CHABIST XXII.
Eus an deveriou eus hor stad.


Doue a c’houlen ral meurbet e rofemp da anaout dezan hor c’harantes dre draou caër hac extraordinal.