Eb sortial ac’hanoc’h oc’h-unan, e c’hallit caout ho Toue : e Doue ha dre Zoue, oc’h eus bues, mouvamant.
Doue eo a sclêrigen ho speret, a rumu ho polontes, a sco[1] var dor ho calon, a c’houlen[2] diganeoc’h ar galon-se, er feçon an denerra, ar garantesussa.
An Doue-se a bep madeles a veill var ho conservation, a gommand d’an amser, d’an ær, d’an douar fournissa d’oc’h ezomou.
N’eo qet eta necesser er c’hlasq pell diouzoc’h. Antreit ennoc’h oc’h-unan, taulit evez ous e brezanç : he rei a rayo da santout deoc’h e meur a fêçon.
Gueich e vezo dre sclerigennon vras, dre sclerigennou subit ; gueich dre un touch secret, dre santimanchou devot. Avechou, dre rebechou carantezus eus oc’h infidelite.
Diouallit na lacafac’h opposition d’an operationou differant-se eus ar c’hraç, dre eur scanvadures benac a speret pe dre un dic’hout volontier.
En em roit d’an exerciçou pere a ell ho touguen ar muia varzu Doue, d’al lectur eus al levriou mad, d’ar veditation, pa ho pezo amser ; d’ar gonfession, pa vezo red d’ho coustianç ; d’ar gommunion freqant, d’ar beden fervant.
En em acquittit eus an traou-se gant eur guir speret a religion.
(a) Apoc. 3. 20. (b) Prov. 23. 26.