Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
levr ii. chab. xx.


N’en deo qet possubl purvuia ne rafet[1] eur pec’het benac, pa barlanter epad re a amser. An hini a barlant nebeuta eo ar furra.

Anavezet e zeus penaos en dud a barlant nebeuta a ves purvuia ar re santela.

Dalc’hit mad en ho memor eo atao avantajus rei peoc’h, pa na ves qet a necessite da barlant.

Ne qet un dra vian gouzout peur parlant ha peur tevel. Habil e c’haller beza hac aroutet en traou-all, hac ignori ar poënt-ma.

Gouzout peur parlant, gouzout peur tevel, graç Doue en desq guelloc’h eguet ma ra oll guentelliou an dud.

Va mab, sul nebeutoc’h e parlantot oc’h ar grouadurien, sulvui a se Doue a barlanto ous ho calon.

Considerit ar mill dra inutil a bere e parlanter purvuia er bed, evel capabl da viret ouzoc’h da veza bepret unisset gant Doue, pehini a glasq en em gommunica deoc’h.

Dreist peb tra, parlantit nebeut eus oc’h afflictionou hac ho poaniou. An dud ne guemeront qet enno an oll bers a zongit.

Parlantit cals anezo d’an Autrou-Doue, pe roit-hi da anaout d’ho Confessour, pehini oc’h instruo hac ho consolo dre sicour ar religion.

Na barlantit qet, dreist peb tra, eus ho miseriou, eb necessite absolu, pa ves un all benac

(a) Prov. 10. 19.

  1. Prov. 10. 19.