Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
imitation ar verc’hes vari.

ragent qet, abalamour ma ouient penaus, ha pa na santfet qet e ve presant, ne veser qet nebeutoc’h assur eus e zicour.

Gouzout a rênt penaus Doue en deus guelet en avanç ar poanniou a anduromp, hac en deus parconseqant preparet evidomp ar voyenou da denna profit anezo.

Pa soutene e c’hraç ac’hanoc’h, dre zouçder ha dre gonsolation, e valeac’h gant plijadur ha gant facilite en hent eus ar berfection ; mæs na songit qet e ve neuse ho pe muia avancer.

Cals muï oc’h eus avancet er vertus, pa oc’h eus supportet ho tic’hout hac ho sec’hor spirituel gant patiantet, humilite ha soumission.

Ar stad-se a abandon e pehini e seblant Doue hol lêsel, a so trist, evit guir, abalamour ma ves aon atao na ve qentoc’h eur bunition a Zoue eguet eur fêçon d’hon eprouvi.

Gouscoude, ene christen, pa en em gavot er stad-se, pell dioc’h coll fizianç, esperit atao, esperit ferm penaus souden e vellot adarre Jesus ho muia caret, er guelot adarre qen dign hac a ziarauc eus ho carantes, ha ne eprouvo qet pell ac’hanoc’h, qen nebeut na mac’h eprouvas Mari.

Imitit neuze ar pres e devoue ar vam divin-se da gaout adarre he mab. Evelthi clasqit-èn gant un dezir hac un impatiantet santel d’her c’havout.

Mæs na vurmurit qet, pe m’ar grit eur