Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
levr ii. chab. xvii.


Evel ma fell dezan eprouvi о fidelite, ne lez qet, epad un amser, e brezanç da veza santet gantho.

Evel-se e reas Jesus d’e vam santel.

Anaout a rea peguement a boan a raje dezi o tianqa diouthi.

Gouscoude e pelleas diouthi hac e chomas, eb ne vouie, ebars en templ.

Ene christen, mar plich gant an Doue-se a garantes oc’h eprouvi er memes feçon, n’en em droublit qet, en em armit a gourach.

Gortozit gant patiantet e tistrofe Jesus d’ho caout.

Peguement benac ma ve atao tost deoc’h evit accordi deoc’h e zicour, pa er goulennot, eo mad gouscoude e seblantfe avechou pellaat diouzoc’h, evit ma comprennot peguer malbeürus e veac’h, m’ar er c’holfac’h tout-a feat.

Pa favoris un ene dre e gonsolationou, er gra evit he souten en he phoanniou.

Pa bermet goude-se e ve livret d’ar sec’hor, d’an desolation, er permet evit miret na guemero ourgouill eus ar vadelezou en deus evithi.

Oll mignonet Jesus, pe gasi oll, ho deus santet gueich joa, gueich tristidigues ; brema devotion, divezatoc’h dic’hout ; un deves peoc’h hac un deves-all tentation.

Pa seblante Jesus en em bellaat dioutho, ho abandonni qasi evel dezo ho-unan, e santent ho oll sempladures ; mæs n’en em zigou-