Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
imitation ar verc’hes vari.

Santes Mari, en tempi, e ty ar beden, en exerciç a religion, e compagnunes e veleyen hac e servicherien fidel.

Er c’haout a reot c’hoas er solitud, pell dioc’h pep societe monden, ha, dreist peb tra, er zolitud eus ar galon, da lavaret eo, er silanç eus ar passionou hac en dranqilite eus ar speret, o sonjal e Doue, o tezirout Doue.

Pedit-en eta da gommandi d’an avel ha d’an tourmant a ra ennoc’h an ourgouill, ar vanite, ar bassion diregl evit ar boisson, an avi, ar jalousi, ar goler.

En ho calon, evel-se tranqilizet, eo ho ped d’en em zestum evit chelaou eno e vouez ha clevet ar c’homzou a vues pere a sortio eus e c’hinou sacr.

Er solitud hac er peoc’h eus an ene eo ho deus-èn clasqet hac er c’hlasq c’hoas ar re a fell dezo en em dostaat ountan, pe o defe en em belleat diountan dre grimou ha dre zizursou, pe ho defe ebqen er c’hollet a vel dre eur glouarder hac un dissipation volontier en e servich.

P’ho pezo cavet Jesus, ô va c’halon ! pebes peoc’h ne danvaot-hu qet. Hac en a eller, pell dioc’h Jesus, jouissa eus a eur bonheur benac ?

An nep en deus cavet Jesus a gompren souden, dre experianç, penaus un tenzor qer