oc’h-unan, ha ne elfac’h qet qemeret un articl bemdes eus ho credo ?
Goude-se, pa ve echu ganeoc’h oll articlou ho credo, o qemeret unan pe zaou bemdes, a ne elfac’h qet ober ar memes tra eus a c’houlennou ho pater, eus a c’hourc’hemennou Doue ha re an ilis ?
Ya bemdes, va mab, e tleït qemeret eur c’hart-heur mat da vedita ar bloaveziou eternel, ar pes a ranqer da c’houzout, da gredi, da ober evit beza salvet.
Deis ar varn, meur a baysant gros en apparanç a rayo mez ha confusion da zoctoret var ho meno. Perac ? abalamour m’o devezo bemdes meditet gant humilite ha gant simplicite var eur poënt benac eus ho religion.
Ho c’halon a vrillo, deis arvarn, e faç ar bed-oil, dre ar mein precius, ar perles eus a c’hraçou Doue, pere ho devezo destumet dre ho sourci da ober meditation.
Sant Isidor, labourer douar, a gondaono un infinite a gristenien, pere gant nebeutoc’h a occupation, о devezo gouscoude manqet da sonjal en traou eternel.
Bemdes eta, ô va mab ! grit evellen. En em laqit d’an daoulin ha livirit : M’oc’h ador, va Doue, ama presant. Pardon a c’houlennan ouzoc’h eus va oll bec’hejou (confiteor) ; sclerrait va speret evit ma velo er vad ar