pehini e leze da ober tout al labour. Mæs Jesus a zifennas caus Mari, he phreferas da Vartha, eb blami gouscoude houman.
Mari, eme Jesus, e deus choazet al loden vella, pehini ne vezo qet lamet diganthi, ha c’hui, Martha, a zo re droublet ha re occupet eus a draou pere e basse hac a beris. N’en deus gouscoude nemet un dra necesser, ar silvidigues, medita guirioneziou ar religion evel a ra ho c’hoar Mari.
Bemdes, va mab, e cavit amser evit ober reflexion mad var ar pes a sell hoc’h interest temporel ; ar marc’hajou, ar foariou, labourou an douar, ho micher. Mæs a beza e zeus interest ebet a vrassoc’h consecanç eguet nen deo interest an eternite ?
Na zigarezit qet hoc’h ignoranç var sujet ar fêçon da vedita. Piou eo an den ne ra qet a reflexion bemdes var ar pes en deveus guelet, clêvet pe santet ?
Dre exempl, guelete qear un histrion, eur c’hoarier bennac. Chom a rit a bân da sellet ountan ; laqat a rit evez oc’h ar feçon ma ra e droyou pas-pass, e droidellou fin, e arveziou. Qemeret a rit attach oc’h an traou-se ; imprima a rit doun en ho speret ar рez oc’h eus guelet, ha pell goude e contit anezo da eur mignon pe da dud ho ty.
Livirit din a ne elfac’h qet ive bemdes, dioc’h ar mintin, pe var an deis, pa veac’h