Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
imitation ar verc’hes vari.





CHABIST III.

Eus ar garantes evit ar paour.

Mari.

Va mab, carit ar beaurien, profitit gant plijadur eus an oll voyenou pere ho pezo d’o soulagi en o phoaniou. Er c’his-se en em zisquezot ar guir grouadur a Zoue, pehini, en e levr sacr, en em c’hra alvocad ar beaurien, pehini ne ro qet ebqen an avis, mæs ar gourc’hemen da ober aluzen d’ar guir baour, pa vezer capabl d’e ober.

Ar Servicher.

Hoc’h exempl, ô Guerc’hes santel ! a deu ama c’hoas da zouten hoc’h instructionou.

Unan eus ho servicherien vrassa, Sant Bonavantur, a lavar deomp penaus ar beaurien a brofitas eus ar prezanchou caër a reas an tri roue da Jesus, prest goude e c’hiniveles.

Seblantout a rêe e vige naturel deoc’h ober uzach anezo evit en em denna eus ar baourentes vras e pehini en em gavac’h e Bethleem ; mæs ar stad-se a viser a yoa agreabl d’ho calon dre an hevelidigues a roe deoc’h gant ho mabic Jesus.