Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
imitation ar verc’hes vari.

bed, pehini, a binvidic ma zeo dre e galite a Zoue, a so en em c’hreat paour evit pinvidicaat an dud dre e baourentes.

Me a laqea va gloar d’e imita.

Eürus ar re a so paour a galon hac a volontes vad, pere, oc’h imita ar squer divin-se, a renonç da vadou ar bed-ma evit sonjal ebqen da acquisita pinvidiguezou carantes Jesus ha madou ar barados !

Eürus int m’ar dint henvel ous Jesus, m’ar souffront eveltan effejou ar baourentes, ha mar ho deus ho c’halon tout-a-feat distag dioc’h an arc’hant hac an danves, a bere e læs gantho an usach var an douar !

Mæs meur a hini eus ar re a so paour, a so pell bras dioc’h ar berfection da behini e zint galvet, dre o stad memes.

Calon ar beaurien-se a so alies qer stag oc’h ar madou dister pere a ellont da bossedi, evel oc’h ar madou bras, ma vent etre o daouarn.

A lavaret a eller e zoar paour evit Jesus-Christ, pa zesirer caout commodite ar re binvidica memes ?

Jesus, ganet paour e Bethleem, bet paour e Nazareth, maro paour var ar groas, ha qement-se tout dre e choas hac e volontes vad, a dlefe beza squer an oll gristenien.

Mæs, dreist peb tra, pebes consolation evit ar re a so ganet paour. Pebes exhortation,