abalamour pa choaser eur mignon, eo ral e clasqfet un den a religion vad, un den vertuzus.
Carit ar vad, ar religion ; ho pet doujanç Doue, pehini a rayo deoc’h caout eur mignon dign ac’hanoc’h hac henvel ouzoc’h.
Cals a vignoniachou a seblant da guenta sincer hac ardant, hac a finiss souden, abalamour n’ho devoa unisset nemet viçou.
Grit, qement a ma c’hellot, eus ho mignoniach, eur c’hommerç a exemplou mad, pere a root hac a recevot.
Ho pet evit ho mignonet an oll gomplæsanç a bermetto deoc’h ho coustianç, mæs jamæs en tu-all.
Na exigit netra diganto na ve mad ha jst, ha dreist peb tra, na glasqit jamæs рlijout dezо dre voyenou indign, dre veuleudiou faus.
Ar fizianç e Doue a so unan eus ar brassa henoriou a oufemp da renta d’e berfectionou. Sulvui eo general, sulvui eo henorabl dezan.
Dre ar fizianç-se en anavezomp evit un