Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
levr i. chab. xxvii.

deriou santel eus ar vignoniach, nemet ho c'hlasq a rafac'h en eur vignoniach vertusus ha christen.

Tromplet e vezer bemdes er choas eus ar vignonet.

Arabat eo rei ho fizianç nemet d'ar re a bere e c'hanavezit ar fidelite ha var religion pere e c'haller compta.

Caout a reot aoualc'h eus ar vignonet-se commun hac ordinal, pere, a zianveas, a royo deoc'h mercou a garantes ; mæs na c'hortozit qen digantho.

Ho mignonet e vezint pa ellint tenna profit eus ho tanves. Mar teuit da veza paour, na vezint mui ho mignonet.

Clasq a raint ho corrija eus ar viçou a bere an dishenor a elfe coueza varnezo o-unan. Evit ar viçou condaonet gant ar religion gristen, mæs favoriset gant ar bed, e vezint ar re guenta ous hoc’h excita dezo.

Gouezit petra eo eur guir vignon. Sicour a ra en ezom, consoli er poaniou, sclerigenna en douetançou.

Cundui a ra ac’hanomp en afferiou, lavaret dre besort hent qerzet, difazia pa vanqer.

Rei a ra courach, dreist peb tra, dre e gomsou ha dre e exemplou, da ober an dever e pep tra.

Mæs ral eo caout un hevelep mignon,