lavarit dezan en ho calon : Va Doue, grit din observi ho lezen.
Goude ar gonversation, pe e fin an deves, examinit e petra ho pe faziet gant ho teaud ; goulennit ountan pardon, mar c’hanavezit e veac’h coupabl.
Trugarecaït anezan ma n’en doc’h qet.
Dre eno e c’hacqisitot ar brud’anç, ar furnes-se en ho comsou, pehini a so consideret gant an tadou eus ar vues spirituel evel eur merq bras a berfection.
Guerc’hes pehini ho poue bepret conversationou qen edifiant, obtenit, obtenit deomp oll ar c’hraç d’ho c’himita var ar poent-ma.
Eur mignon[1] fidel a so un tensor brav, а lavar ar scritur. Ar re o deves doujanç Doue en disoloyo hac er c’havo.
An èn a reas deoc’h er c’havout, o Mari ! an tensor precius-se e personnach Elisabeth, hac er roas ive da Elisabeth, o rei ac’hanoc’h dezi evit mignones.
(a) Eccl. 6. 14.
- ↑ Eccl. 6. 14.