Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
levr i. chab. xxi.

ment a dud miserabl ha malheürus a so pere ho deus ezom eus ho sicour hac oc’h aluzen !

Doue en deus permettet e vige var an douar qement a dud miserabl, evit ma en em rentchent santel dre ho phatiantet, ha c’hui dre ho servichou mad en ho andret.

Bezit prompt da soulagi ho nessa, pa ellit en ober promptamant. Pa differer, e coller atao un dra bennac eus a verit an drugares.

Na visit qet pis : roit gant an oll larguentes possubl.

Sellet pis oc’h an nessa er servichou mad pere a renter dezan, a so reculi dirac an deveriou eus ar vertus a garantes, qentoc’h eguet na de ho ramplissa.

Pa na ellit renta servich d’ho nessa dreizoc’h oc’h-unan, goulennit evitan digant re-all. Bezit e alvocat ha dirac ar re-all ha dirac Doue.

Na gonsiderit qet an den ebars en nessa, mæs considerit Doue en e bersonach.

Neuze piou bennac a c’houlenno sicour diganeoc’h, ne refuzot netra, rac ne falvez qet deoc’h revus netra da Zoue.

Rei a reot evel pa rofac’h da Zoue e-unan.

Ma na rêr vad d’an dud nemet o consideri ho merit hac ho c’haliteou mad, ne reor qet alies a vad dezo.

Carit, va mab, an œuvrou a drugares pere a so a enep ho meno. Carit exerci ar garan-