CHABIST XV.
Eus a brudanç ar feis.
Mari a rêe reflexion var gomsou an Arc’hæl Gabriel, erves m’el lennomp en aviel. Ar reflexionou-se a deue eus e humilite ; dont a reent ive eus e feis.
Ar Verc’hes-se, ar brudanta, a ouie penaus an drougsperet, pehini a so naturalamant un æl a denvaligen, a ouar alies en em chench en un eal a sclêrigen. Eus a errol hac a c’haou, an diaoul, evit hor c’holl, a ra avichou evel un æl a viriones.
Mari eta a interroch an Archæl-se hac a c’hortos e respont evit guëlet hac en em accordi a rayo gant ar pes o deus lavaret ar Brophetet eus ar Messii mab Doue, ha gant ar reglennou hac ar principou eus he religion.
Ha goude m’en deus parlantet an Eal hac expliqet dezi e pe feçon e vige mam d’he Doue, Mari n’e deus mui qen reglen a gomportamant nemet ar goms eus an Eal-se, abalamour ma vel neuse eo abers Doue.
Beza e zeus eur brudanç, eur brecaution pehini, pell dioc’h beza control d’ar feis, a servich da gundui hon ententamant, pa ves qestion dezan d’en em soumetti d’ar vertus a feis.