Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
imitation ar verc’hes vari.


Certen eneou devot, goude beza recevet digant Doue faveuriou particulier, a so en em gollet, evit beza songet re enno, qemeret re a gomplæsanç enno, ha laqeat ho ad mira dre ar re ne dlient qet ho anaout.

O Guerc’hes prudant meurbet ! leun a humilite, m’o divige oc’h imitet, ho divige conservet ar speret humbl-se pehini a zoug bepret gantan ; ar sclerigen a zoue, sclerigen dre behini, leun a un disfizianç fur, ho divije disoloet finessaou ar speret a ourgouil.

Ne oufet qet qemeret re a brecaution evit miret na vezor tromplet er vues spirituel, ha dreist peb tra en hentchou extraordinal dre bere Doue a gundu certen eneou.

Ar faveuriou a so evel eul liqueur excellant ha celestiel pehini, oc’h e exposi d’an ear fall ha d’an avel, a ell trei er fin en eur poezon.

Remerqout a so great penaus un ene veritablement interieur, e deus mil boan pa bermet Doue e ves anavezet unan bennac eus e graçou particulier, ha ne ves nemet he zoumission barfæt da volontes Doue a guement he c’honsolfe.

Oh ! nac a dud a so var an douar pere a so bepret oc’h en em bompadi eus a vadoberou Doue ! Peguen dishenvel int diouzoc’hu, ô Guerc’hes !