Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/89

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 89 ]


Oguen, ar vêleyen, livret d’an interest,
Dre zouplerez indign, detestabl ha funest,
Evite o-unan hac objedou mezus
A rezerv qelies eus a ven precius.
Ha c’houi gredfe biqen, Hebreanet êmabl,
O defe bet ornet o graguez detestabl
A c’halonç, passamant, frouez o rapinerez,
Broderez, diamant, rubanou, dantelez ?
Ar plac’het impur-ze, goude beza douguet
Ornamanchou qer caer hac o bea profanet
En prezanç ar bed oll, er guêr a Vabylon,
O rent d’o doueou hardimant, hep fêçon !…
Alies o gueler en voulouz, pourpr ha sey,
Ar falz-doueou-ze eus ar prénvet ar prey ;
Mes hac exant int-i, daouest d’o guiscamant,
Da vergla, da retorn en poultr hac en neant ?
Eur chaden alaouret, ha carcaniou perlez
A vrill en o c’herc’hen gant eclat alies ;
A boan ar vreg yaouanq zo nevez eureujet,
En em guempen qer brao da blijout d’e friet.
Unan a zoug ar sceptr ha curunen eur prinç,
A reprezant ar chef, ar penn eus eur brovinç,