Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 88 ]


Pa velot an dud sod o redec d’o zemplou,
Teulet pled, va zud qèz, da heuill o exemplou ;
Considerit erfat o zotis dirêzon,
Ha bezit ferm bepret en ho religion.
Pa rentfont d’an idol Baal o respejou,
Rentit d’an Eternel homach ho calonou ;
Disprizit o c’homzou, disprizit o maliç,
Moëz an Oll-Buissant o reduizo d’e c’his :
Mouga rai o c’holer, o furor diremet ;
Gant eur zell eus e beurz e viont discaret,
En despet d’an arrach demeus o c’halonou,
En em venjo d’e dro demeus o zotizou.
Hac int o deus muioc’h demeus a buissanç
Eguet an idolou, pere gant confianç
A bedont d’o zicour evel o doueou ?
Oguen, pe hellont-i ? pa zeo guir o c’homzou,
Discoursiou disordren, qen dizout hac ar pell,
Evel eur c’hoezaden a nich gant an avel.
Ne zeus netra caeroc’h na muioc’h eclatant
Eguet an decoranç eus o goueliou brillant :
Deiz ar solemnite e veler o fennou
Goernisset a rubi hac a berlezennou ;