Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 80 ]


Hor muzic zo chenchet en clêmou truezus,
Hac an Templ en eul lec’h eus a grimou eûzus.
Rac se ne zougomp qen en hon assambleou
Ar gurunennou fleur, ornamant hor pennou,
Mercou eus ar pouvoar, an domination
Hor boa var an douar var bep sort nation :
Petra ta zo chommet c’hoas ganeomp er bed-mâ ?
Ar vez, an dizesper, ar gonfusion vrassa…
Penaos ! hac e velin Sion, ar guêr royal,
Peuplet eus a loënet, anevalet brutal !
Ar menez huel-ze, qen qer d’hon tadou coz,
N’offro mui deomp nemet eur chomach direpos !
Er guelet e meus-én reduizet oll en poultr
Gant an tan, ar gurun, al luc’het hac ar fouldr.
Ah Doue ! gouscoude piou biqen a gredje
E tistrusjes hor gloar eun devez a vije ?
Hon reuz ne deo padet nemet eur zêr-lagad,
Effet cruel, mes just, eus a furor hon Tad.
Mes te, Doue Jacob, ne zessi qet da rën :
Da dron ha da c’hallout a bado da viqen.
Ah ! sell eus a druez ouzomp, paour fortunet !
Ret ê deomp perissa, ma n’or zicoures qet.