Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





EXPLICATION AR BEMPET FIGUREN.


————
Peden ha Merzerenti Jeremi.


————


Guelet a rêr Taphnio, unan eus ar gaera kêriou eus an Egypt. Ar Judevien, offancet pell a voa a enep Jeremi, peini na zesse da ober dezo reprochou horrupl da veza en em dennet eno, a enep urzou Doue, en trein cruelamant e creiz ar blacen public : en teuler a reont var an douar, hac er beur-assomont, darn a doliou baz, re all a doliou mein. Ar Profet santel a veler gant eur fisionomi eus an touchanta : sevel a ra e zaouarn etrezec an ên, hac e ped, en eur vervel, evit e vourrevien . Un Æl a apparis a ziabell, var eur gouabren eclatant, eur bôd palmez en e zorn, hac a zigas dezàn ar gurunen a verzer.

O vos omnes qui transitis per viam attendite et videte si est dolor sicut dolor meus.
Thren. ch. 1. v. 12.