Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/73

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






ARGUAMANT


EUS A BEDEN JEREMI.


————


Ar Profet Jeremi a ra er beden touchant hac admirabl-mâ eun dastum eus an oll dismegançou hac eus an oll dourmanchou en eus souffret ar bobl Judean, ar bobl-ze, qer caret gant Doue, abaoue ar gommançamant eus a siech Jerusalem, betec an distruch general eus ar guêr gaer-ze. Ne zeus netra caeroc’h, crevoc’h ha touchantoc’h. Disqeul a ra da Zoue ar stat mizerabl en peini eo rentet Jerusalem. An dienes bras a voed a goaz anezi ; ar vuntrerez eus he habitantet ; disprizanç an trec’her evit an dud ancien ; an outrach grêt da verc’het Sion ; an incest, an aoültriach a rën enni ; an distruch eus ar c’hult ; an dismeganç