A zo divisqet eus o habijou brillant :
O c’horfou zo blonset, hep nac harz nac apui,
Brêvet ha bruzunet evel cos pôdou pri.
O tra meurbet estranch ! ar monstrou sovacha
Er forestou maguet hac er c’hoajou brassa,
Hac int beuzet a voad a brezant o feultrin
Dre’n instinc naturel pepini d’e boncin ;
Hac ar vamou, mil guech cruelloc’h eguete,
A refus o diouvron d’o goad, d’o bugale !!!…
Sempl, trist ha languissant, duet gant ar zec’het,
O zeod en em stague eus o staon anflamet :
Pez sort a gavent-y da lemel o famin ?
Allas ! ur vrec’h cruel, hac un dorn assasin !…
Dreiz oll ne veler qen nemet corfou maro,
Pe brest da berissa : spectacl cris ha garo !
Anaout a ra’r bervien ar c’horfou massacret
Eus ar binvidien, pere ne brizent qet
A greiz an abondanç sellet eus a drue
Hac a gompassion ouc’h o c’halamlite.
En plas-all e velont, gant eston hac horrol,
Ar brincet a bere goechal al lez, an dol,
Ne fournis en preven nemet ar vrastoni ;