Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





Pêvare Cantic.


————


Peanos eo morlivet an aour caer ha brillant,
Hac en deus-én collet eul liou qen eclatant ?
O ! Roue Salomon ! deus brema da velet
An templ qen marvaillus a poa-te batisset !
Ah ! ne remerqi mui ar mein-se precius
A bere goechal, en eun amzer eürus,
E rejout en orni gant pomp ha decoranç,
Hac eur solemnite leun a vagnifiçanç.
Guelet a rêr dreis oll disperset ar beziou,
Ar marbr hac an azur demeus an auteriou ;
Ar blacennou public zo cazi goloet
A damou Pillerou, goareyer ar porchet,
Hac ar religou trist an Templ admirabl-ze,
Pillet ha ravajet evel madou peunze.
Hor bugale goechal quisqet superbamant ;