Sansiploc’h d’am goal-chanç ha d’am affliction,
E laris : Va Doue ! te c’heus va difframmet
A dal dór ar maro : ra vezi benniguet,
Meulet hac adoret dre oll da virviqen,
Va frotectour divin, va refuch, va zouten ;
Ra vezi da james va vanjer, va barner,
Ha va liberatour epad an oll amzer.
Va lam a grabanou cruel va muntrerien,
Hac o feur-extermin, ar vlasfématourien :
Gout a rez o dessign, o c’homplot, o maliç ;
Qemer ar fouèldr es torn, rent eta dìn justiç.
Hep ar pronta sicour n’oufen biqen tec’het,
Nos-deiz em poursuivont, ar gruel tirantet !
Emaint e clasq va c’holl a guichen goulou-de,
Allas ! ha da zer-nós en er c’hlasqont ive ;
Mar cessont eur moment o furor em enep,
Eus o chansoniou faos e zòn prest ar sujet.
Otrou, gra dê santout outrach evit outrach ;
N’espern-i e nep guiz, livr-i oll d’ar c’harnach ;
Redoubl o labouriou, ne glêo qet o c’hlêmou,
Ha troubl o daoulagad, rent cris o c’halonou
Lanç ive da gurun var ar raç divalo