Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 49 ]


O Doue ! penevert da zicour en effet,
E voan bremâ maro, ha pel zo entêret ;
Ma pije d’am c’hlêmou grêt ar scouarn vouzar,
E voan pouldr ha ludu qemesqet en douar ;
Va c’halon un instant a zo bet en balanç,
Instant criminel dìn, ha dign eus da venjanç.
Mes, elec’h caout ennout eur barner rigourus,
Ne meus cavet nemet eun Tad carantezus ;
Eun Tad compatissant ouz va zempladurez,
Bet prodig em andret a deneridiguez.
Neuze meus lavaret eus a greiz va c’halon :
Hep murmur da viqen me en em abandon
Da providanç divin, ha sur me c’hortoyo
Hep en em glem pelloc’h gant courach ar maro ;
Gant joa me bartajo ganet va heritach :
Te seul a c’houlennàn, va Doue, da bartach.
Nep a heuill da lezen zo eürus er bed-màn ;
N’en dilezes camet, da c’hraç a zo gantàn.
Respeti humblamant ar pez zo rezolvet
E tecrejou divin, hep nep murmur ebet ;
En em zoumetti did, ha renta did homach
Adalec ar c’havel hac ar vugaleach ;