Deut da veza memes ar sujet, ar matier
Eus o zoniou malin, ha demeus o c’holer ;
Mezvet a doliou teod qer lem hac an aspic,
Er vro ma voen maguet abaoue bianic,
Ne allàn mui souten poaniou qen glac’harus,
Hep ma teu da zempla va c’halon hirvoudus.
Ar bara am mezur a zouten va regret,
Gant va daelou c’hoero e toràn va zec’het,
Pel ac’han exilet, ar peoc’h carantezus
He deus dizesperet va ene truezus.
Tourmantet òn dreist urz gant am amzer brezant ;
An hini da zonet a gresq c’hoas va zourmant :
E figur effroyabl a zistruch em speret
Betec ar zonjezon eus va joa tremenet.
Hac e meus lavaret : Adieu d’an esperanç !
En Doue va ene zo memes en balanç.
Oguen, prest o tonet d’ober reflexion
Penos en em livren re d’am affliction,
Hac o sonjal e voa va speret contristet ;
Gant eur galamite re droublet, trubuillet ;
E meus, gant eur voëz trist, a vouelet va ene,
Adresset evellen va ſeden d’am Doue :