Da blanta ar gontel e creis o c’halonou,
Gant eur furi barbar, en prezanç o zadou ?…
Hep errol e veli beleyen Israël
En harz treid an auter massacret o vervel ?
Bras eo da vadelez, bras eo da buissanç ;
Mes bras eo da justiç, ha qer bras da venjanç :
Certen, pa bermetes eur sacrilech qer bras,
Ne dleomp mui credi vez hor protectour c’hoas.
Re goupabl e zoc’h bet, ô pobl abandonet !
Vit biqen esperout beza c’hoas exocet.
Abeurs eur barner just en indignation,
N’oufec’h pelloc’h gortos nemet punition.
N’oc’h eus-u qet goelet ho tud, ho pugale,
Hep distinction a voad o peurgol o bue ?
Preuven a guementse, diou feunteun a zaelou,
Gant pere deiz ha noz e voëlc’hit o beziou.
Noc’h eus-u qet cavet an trec’hour insolant
Oc’h ober violanç d’ho merc’het inoçant ?
O Doue redoutabl ! puissant ! eternel !
Te c’heus hon assommet qen subit, qen mortel ;
Ia, te da-unan, insansibl d’hor peden,
A c’heus grêt deomp santout rustoni da voalen.