Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 33 ]


Ha reduizet o c’hoez orgouillus en neant ;
Hac en plaç an henor, ar palm hac al lore,
Hac ar gloar a glasqent, o deus cavet eur be…
Jerusalem eta, goechal va bro mignon,
Bremâ, vel Samari, lezet en abandon,
Distruch ha dibave, leun a fanq hac a zour,
A boan a zo, siouas ! eur parq douar labour !…
Tanet ha dic’hradet e zeo kêr tro var dro,
He fondamant gant spont a veler dizolo ;
He dorojou, goechal ous pere ar victor,
Evit merqou visibl a c’hloar hac a henor,
He deus staguet cant goech gant he dorn triomfant
Eus hon enemiet an depouillou sanglant ;
He dorojou, m’en lar, a goez… hac o coeza
A gontraign gant spouron an douar da grena,
An eol da chench a liou, an avel da scrijal ;
Biscoas na voe guelet eun nozvez qen teval ;
Hor maleuriou dispar, m’er c’hred hac en assur,
A zeblante sponta betec urz an natur :
Hon rouanet, hor brincet, en plaç o c’hurunen,
Coezet en dizesper, a c’houlen ur chaden.
Ministret an Auter, ar Profetet santel