Doue ne c’houlen mui na peden nac homach ;
Ar Bêleg-Bras, ha c’hoas ar prinç, e vouir imach,
A zo deut da veza, siouas ! an objedou
Immolet d’e justiç, dre’n nerz eus e doliou,
Ennes, mezus, a zo treinet da Vabylon,
Evel eur c’hriminal laqet dirac an tron,
Treantet en daou du, e voad, e vel empen
A strinq ous tâl ar Prinç, ous faç e vourrevien ;
Hac emâ, d’un tad qèz, ah ! pebes calonâd !
A vel e vugale var an douar a blat,
O sellet c’hoas ountâ qent lezel o bue,
Hac én a zo d’e dro massacret o goude…
Evit tron eur prison, da septr, da gurunen,
En devoa an heern a zo ous e cren ;
Da vignonet o deus bourrevien disleal,
Hac o maliç evit pinvidiguez royal.
Accomplisset en deus an oracl divin-se :
Deplor, deplor, Sion, planeden da Roue :
Biqen kér Babylon na vel o reluia ;
Gouscoude en he c’hreiz e renqo perissa.
Hon tûd côz goueachal, en o c’hoez fougueüs,
A rê Doue qiriec eus o chanch maleurus.