Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 24 ]


Ar maro cris, dreis-oll, en un instant am sclas ;
Ar chagrin am dizec’h evel eur branq troc’het,
Va c’hlêmou zo clêvet dre bêvar c’horn ar bed.
E lec’h beza touchet, dre discoursiou piqant,
An Egyptien fier a gresq c’hoas va zourmant.
O Sion ! emezàn, Doue da dadou coz,
An Doue-ze ger mad, ma ve guir e bropos,
An Doue-ze en pini voa da oll gonfianç,
Eo en deus da livret dindan hor puissanç.
Ha te gredo pelloc’h ve capabl e zaouarn
Da vruzuni biqen da chadennou houarn ?
An dorn en deus laqet var da gorf aneze ,
A zo crevoc’h eguet diouvrec’h an Doue-ze.
O ! Justiç eternel ! ne c’heus-te qet clêvet
Ar blasfêmou eûzus o deveus prononcet ?
Penos e souffres-te ar sort execration,
Hep teuler varnezo da valediction ?
Disquel, Tad Eternel, disquel da buissanç ;
Tenn venjanç evidomp a guer bras insolanç,
Ha gra dezo santout penos ne eller qet
Ober did nep insult hep beza punisset ;
Discar an tirantet, distruch o raç impi,