Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 23 ]


A ra demeus va stad eun objet effrayant.
Spontus oun… hac hanval ous ar plac’het impur,
E rêr dìn mil outrach, mil insult, mil injur.
Excitet em boa re da goler, hon Otrou ;
Gant justiç e santàn an nerz eus da doliou.
Da fouëldr, dre va c’hrimou, a zo bet allumet ;
Ne reen caz a ze pa c’heuz va fulluc’het,
Evit disquez ervat penos da buissanç
Ne ve james goapêt, hep na dennes venjanç.
Pobl ar bed en antier, ah ! va c’honsideret,
Contit va maleuriou, spontit eus va guelet.
Va mibien, ep truez, treinet en esclavach,
A vezo difframmet, massacret gant outrach.
Graguez ha bugale a velàn distrujet,
Ha beuzet en o goad, o memprou disloqet.
Va mignonet memes, pa velont qement-ma,
E lec’h dont d’am difen, e teuont d’am livra ;
Va guerc’hezet prudant, dreist eur sort qen garo
A dal treid an auter zo treinet d’ar maro.
Crena ra va c’halon en goelet va’ntraillou,
O velet discaret, minet va muraillou.
An adversour a scô, a laer, a dan, a laz,