Da c’hoariou lubriq ha da idolatri
Dindan ar vantel lous eus an devalijen
Dirac al lagad leun a bep seurt sclêrijen,
Eus eun Doue guiec, eur Mestr oll-buissant,
A ell, en eur moment, da laqat en neant.
Da glêvet a ràn c’hoaz oc’h adres da voeuyou
Gant eur voez languissant da Grouer an ênvou.
O Doue eternel ! Doue just, redoutabl,
Distro, distro varnòn c’hoaz eur zell favorabl.
Meulet ra vo an dorn en deus va c’hastiet,
Mar prizes accordi d’am anqen, d’am regret,
Ar pardon a c’houlen un diluch a zaelou,
Eur menez a c’hlac’har hac eur môr a boaniou,
A bere va-unan on bet artizanes,
Dre va goal dizurzou, dre va fallagriez.
Mes mil goech eüruzes, mar deues c’hoas d’am difen
Enep an insolanç eus va adversourien !
O guelet a c’heus-te, va Doue benniguet,
E reduiza da Dempl en poultr hag en moguet,
Hac an douar ruziet gant goad an inoçant,
Gant un ardienez effrontet, insolant,
O profani bete da Dabernacl santel,