Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 20 ]


Ha da vesseillou sacr, puissancou immortel ?
Ah ! guelet e c’heus c’hoas ar monstrou detestabl
O pressi gant o zreid an Auter adorabl,
O treti da vister cn eur fêçon infam,
Hac o tizenori coulz ar verc’h hac ar vam ?…
Ælez eus ar maro, ministret ar venjanç,
Penos ec’h ellit-hu souffr eur sort insolanç ?
Dreist oll e cometent incest, aoültriach,
Dreist oll e rent santout ar vestl eus an outrach ;
Ha c’hoas, ô va Doue ! te c’heus-i prezervet
Eus an tan, ar gurun, o deveus meritet.
Ah ! petra ne maint-i e creiz punç an ifern,
O lesqi gant arrach, en beo, qig hac esqern !
Va fobl ne vije qet consumet gant famin,
Rentet bremâ noaz-pill, hac oblijet erfin
Dre’r brassa disesper, ar vrassa dienez,
Da zevori betec e grouadurien guez !…
O ! c’houi, pere dre chanç a remerq ar plac-màn,
Qen dign eus a druez, ha qen dezert bremàn,
Ha c’houi oc’h eus guelet biscoas, tremenidi,
Eur glac’har, un hirvoud, hanval eus va hini ?
An Eternel fachet en deveus discaret