Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
Exerciçou evit an Oferen.

Eus an Oferennou
E tilivrer, emezan,
Nombr bras a eneou.
Pa’z eomp gant devotion
Eme sant Augustin,
Ha gant guit intantion
D’ar sacrifiç divin,
E vez hon oll gammejou
Gant hon æl mad contet
Ha gant Doue hon Autrou
Erfat recompanset.
Bras eo’ta hon dallentez
Lesel ur seurt moyen
D’avanç hon silvidiguez
Entrezomp pec’herien,
O vancout are neglijanç
Da vont d’an Oferen,
Ha da chom gant reveranç
Enni a-ben-da-ben.
Un dra deplorabl certen,
Hac un dra so esquis,
Eo guelet meur a gristen
Direspet en ilis,
O tiscoursi, o c’hoarsin,
O trei ho fen ato,
Hac en ur bostur indin
Evel tud divalo.
N’ho deus mui devotion,
Mu’guet chaç en ilis,
Na n’ho deus attantion
Na perz er sacrifiç.
Piou a velle, va Salver,
Hep caout compassion,
Quen disprijet ar myster
Eus hon redamtion ?
Petra ve quen an dra se
Nemet eleac’h calmi
Ar goler eus un Doue,

Dont c’hoas d’he alumi ?
Hac eleac’h diminui
D’hor c’hrimou ar boan dlet,
Dont, sioas ! mui-ouz-mui
D’he augmanti bepret.
Ar pez a laca Doue
Ar muia en coler,
Ha da ziscarga ive
Varnomp he voaligner,
Eo sur ar sacrilejou
Hac an irreveranç
A gometer en templou
Bep tro en be bresan.
Gant quement afdiction
A souffras hor Salver,
Nemet un occasion
N’en lequeas en coler,
Pa chasseas quement hini
A roe ur goal exempl,
Hac a zeue da brofani
Gant ho zrafic an templ.
Guelet a rit, va Jesus,
Quement immodesti
Ha quement pec’het mezuz
A ra cals en ho ti ;
Ne rit na man na seblant,
Mæs en heur ar maro
E santint un nec’hamant
Hac ur remors garo.
Ne gredont quet an dud se
Penaus e vec’h presant,
Ho barner hac ho roue
Cuzet er sacrainant,
Assistet gant an Ælez,
Pere so estonet
O velet he madelez
Quer bras en hon andret.